Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !
- Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez.
Dastumet evidoc’h :
-
Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall.
-
Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton.
-
Saotret eo an aer e Roazhon.
-
Primel Gastronomie kaset dirag al lez-varn? Ur c’hlemm a oa bet douget enep an embregerezh e fin an hañv 2023. Saotret e oa bet ar wazh Pontplaincoat get soud…
Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « Deiziataer “Splann !” ».
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !