Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !
Fokus:
- Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh
- Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ
- Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas
Dastumet evidoc’h:
- Tammoù plastek war an traezennoù
- Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet
- Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme
- Taget ar c’helaouiñ gant an tu dehoù-pellañ
Da adkavout ivez er podkast-mañ : “Tro-dro deoc’h” ha “Deiziataer Splann”.
==> Adkavit an enklaskoù a-bezh ha muioc’h c’hoazh war Splann.org
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».
💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !