Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧

  • Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh.
  • Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded…
  • Piv evit kemer plas ar labourizion ezed-douar o vonet kuit ? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture.
  • Stourm rak an digoadañ « emporzhiet » (la déforestation importée).
  • Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre Van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de Bataille a zo embannet e ti Delcourt.

Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer “Splann !” ».

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.

📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».

💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.

✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.

👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.

📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !